Priz Bras kirri Italia

Troiad Monza

Priz Bras Italia (italianeg : Gran Premio d'Italia) eo ar pempvet Priz Bras koshañ er redadegoù kirri (goude Priz Bras Bro-C'hall, Priz Bras ar Stadoù-Unanet Priz Bras Spagn ha Priz Bras Rusia), dalc'het abaoe Priz Bras kirri Italia 1921, hag an hini dalc'hetañ eo abaoe Priz Bras kirri Italia 2013. Priz Bras 2021 a oa ar 91 hini. Asambles gant Priz Bras Breizh-Veur eo ar Priz Bras nemetañ a oa bet dalc'het evit kement kevezadeg bed ar Formulenn 1 abaoe Priz Bras kirri Italia 1950. An holl redadegoù o doa kontet evit ar Formulenn 1 a oa bet redet e Monza war-bouez e 1980 pa oa bet redet en Imola. A-raok Priz Bras kirri Italia 1950 e oa bet dalc'het un nebeud redadegoù e lec'h all.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy